Ar pez am-eus greetAmañ emaoh : Digemer > Ar pez am-eus greet |
| | Diwar : Centre breton d'Art populaire
Paol ar Gall zo kelenner war en akordeoñs diatonik e Centre breton d'Art populaire ar bloaz 1993. Soubet eo bet e sonerez ar vro abaoe ar bloaz 1965 e Kelh Keltieg Plouedern(Penn-ar-Bed). Ha desket gantañ seni gand an tin whistle hag ar vombard. Er bloaz 1980, e ra anaoudegez gand an akordeoñs diatonik e bro Roazon, o tarempredi Philip Roguez, ha goude-ze Patrice Corbel e Brest.
| |
|
Ha Paol deuet da veza sod gand an akordeoñs diatonik. Mond a ra war-raog en eur zeni asamblez gand Alain Pennec ha Yann Dour, a zo o rei eul lufr nevez da zonerez ar vro d'ar mare-ze. Konkour akordeoñs e "Kann Al Loar" a vez aozet gantañ e-pad meur a vloaz.
Er bloaz 1994 , eo bet savet ar strollad Diatonik Penn Ar Bed gand Paol ar Gall.
E festou Brest 1996 ha Brest 2000 eo bet kaset en-dro gantañ al laz-seni 40 akordeoñs. Kemer a ra perz er CD «Danses et Mélodies du Léon» er bloaz 2000. > > >
| |
| |
| | | | |  | « Ouspenn ar skol a ran Kreizenn an Arzou Pobl ez on ive kelenner war an akordeoñs diatonik e l'Atelier Culturel de Landerneau abaoe ar bloaz 1993 hag e Landivizio abaoe miz gwengolo 2012. Er bloaz 1997 , eo bet savet ar strollad Familh Ar Gall ganeom : va gwreg , on tri bugel ha me . Er festou-noz, amañ e Penn-ar-Bed hag ive e bro Bariz, e vezom gwelet war al leurenn ».
| |
| |
| |
|
|
|
|