| SALUD DEOH ! Amań , pelloh e roan deoh da houzoud peleh e ran skol war an akordeońs diatonik e departamant Penn-ar-Bed : e Landerne, e Sizun hag e Landivizio.
Lavared a ran deoh eun gerig diwar-benn ar strollad Familh Ar Gall. Marteze , ho-peus gwelet ahanom en eur fest-noz bennag dija.....
Pelloh c'hoaz, e kaver eun dastumad tablaturiou. M'ho-peus c'hoant, e helloh kemer anezo. Diwallit ! Arabad klask mond re vuan ganti.
Eul lodenn, "Salle de Musique" heh ano, zo evid ar skolidi nemetken.
Ha c'hwi, c'hwi hag a zo sod gand an akordeońs diatonik, kit da weled al lodenn anvet Le Monde Diato.
Kenavo ar henta Paol ar Gall |
| | Diatonik, a lavarit ? | Degouezet eo bet an akordeońs e Breizh e fin an XIXved kantved. Diatonik e oa e penn kenta. Buan kenań e teuas da blijoud d'an dud hag e veze gwelet, ha klevet, e pep leh. Lakeet e oe binviji ar vro a-gostez evid eur pennad ! Tamm ha tamm, e weljod an akordeońs kromatik o tond ive er vro hag e reas kalz berz er festou hag er baliou a beb seurt. Abaoe bremań eur pennad mad a amzer, ez eus bet sonerien zo, c'hoant ganto rei e blas adarre d'an akordeońs diatonik. Ober a reont gantań en eun doare nevez war beb seurt sonerez. Hag hirio, e vez klevet aliez asamblez gand maread a vinviji all, evel lakom : violońs, treujenn-gaol, bombard, gitar ha kement zo.
Gand an akordeońs diatonik, e heller seni traou a beb seurt :
- kanaouennou martolod
- kanaouennou anavezet mad gand an dud
- sonerez keltieg
- sonennou a beb seurt bro...
| |
|